Louise Breizh-Veur
- Ur briñsez Louisa Breizh-Veur (1749-1768) zo ivez.
Louise Breizh-Veur, pe Louise of Great Britain e saozneg, pe Louise af Storbritannien e daneg (1724-1751), a oa ur briñsez saoz a zeuas da vout rouanez Danmark ha Norge, gant hec'h eured da Frederik V Danmark.
Merc'h e oa da George II, roue Bro-Saoz, ha d'e bried Caroline von Brandenburg-Ansbach.
Dimeziñ a reas e 1743. Rouanez e voe goude marv he zad-kaer e 1746. Evurus e voe-hi, ha ne reas ket van, a-hervez, ouzh serc'h he fried, Else Hansen, hag o besterd .
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Frederik V, ha bugale o doe :
- Sofia Magdalena Danmark, dimezet d'ar roue svedat Gustav III;
- Vilhelmine Caroline Danmark, ganet e 1747, dimezet da Wilhelm Iañ Hessen-Kassel, priñs Hessen-Kassel;
- Christian VII, roue Danmark ha roue Norge, ganet e 1749;
- Louise Danmark, ganet e 1750, dimezet da Carl von Hessen-Kassel (1744-1836).
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas e 1751, e palez Christiansborg, e Copenhagen. Brazez e oa, ha mervel a reas he c'hwec'hvet bugel war un dro. Beziet e voe en iliz-veur Roskilde. Addimeziñ a reas he fried d'ar briñsez alaman Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel, ha mervel 14 vloaz goude.